300 bugel 'neunt kemeret perzh 'ba devezh ar brezhoneg aozet gant KD 29
300 bugel ‘oa bodet ‘ba sal an Avel vor ‘ba Plougastel-Daoulaz hudu. Pedet ‘oant gant kuzul departamant Penn-ar-Bed ‘vit kemer perzh ‘ba un devezh gouestlet d’ar brezhoneg. An trede gwech eo ‘oa aozet an devezh evit brezhoneg ‘ba Penn ar Bed. Degemeret ‘oa bet ‘ba Landerne ha Douarnenez an div wech kentañ. Kalzig a atalieroù ‘noant da gemer perzh enno : skate, keginañ, gouren, hoola-up, kanañ, un atalier diwar benn an natur pe c’hoazh war an advouezhiañ ‘pezh ‘noant graet Josephine ha Mao, daou skoliad eus CM2… Ur reportaj gant Erwan Blanchard.